Connie Francis

e 1961

Connie Francis eo anv-micher ar ganerez stadunanat Concetta Rosa Maria Franconero, ganet e 1937 e Newark. Brudet e voe er bloavezhioù 1950 ha 1960 gant kanaouennoù evel Stupid cupid, Who's sorry now, Frankie ha Where the boys are. Ouzhpenn kanañ e saozneg e kane ivez en italianeg, e spagnoleg hag e portugaleg.

E 1963 he doa enrollet un doare italianek, Portami Con Te, hag un doare spagnolek, Llévame a la Luna d'ar ganaouenn saoznek Fly Me to the Moon. Berzh a reas gant ar bladenn Connie Francis A La Italiana.

E 1964 ec'h enrollas kanaouennoù brudet eus Brazil evel Deixa Isso Para Lá (Bossa Nova Hand Dance) skrivet gant Alberto Paz hag Édson Menezes evit Jair Rodrigues.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy